Triñchin
(Adkaset eus Trichin)
An triñchin (pe trichin, pe trechon) zo plant bividik gouez, ha Rumex acetosa eo o anv spesad. Er pradoù hag er c’hoadoù e vezont kavet.
Legumaj
kemmañUr seurt all, trenk o delioù, a c’hounezer el liorzhoù hag a implijer evel legumaj, d’ober soubenn lakaomp.
Triñchin all
kemmañ- Triñchin-dour a zo Rumex hydrolapathum.
- Triñchin-logod, a zo Rumex acetosella.
Troioù-lavar
kemmañ- Kas ub da glask triñchin (pe da driñchina) a zo kement ha kas anezhañ da sutal.
- Reiñ pour ha triñchin a zo reiñ meuleudi hag ober rebechoù, an eil war-lerc’h egile.
- War-lerc’h ar pour e teu an triñchin. Goude meuleudi, rebechoù.