Triptolemos (Τριπτόλεμος / Triptólemos e gregach) zo anv un haroz eus mojennoù Hellaz. Daou zen zo bet anvet Triptolemos avat.

Plijout a rae d'an doueez Demeter, rak e ti e dad he devoa bet bod pa dec'has eus an Olympos war-lerc'h skrapadenn he merc'h Persefone. Dre anaoudegezh-vat e felle dezhi reiñ an divarvelezh da z-Demofon, breur yaouank Triptolemos, nemet e vamm, Metaneira, a oa kouezhet warne pa oa o c'hoari gant he zroioù hud, ha ken souezhet e voe an doueez ma laoskas ar bugel da gouezhañ en tan.

Neuze e klaskas Demeter ober war-dro Triptolemos : deskiñ a eure dezhañ al labour-douar, profañ dezhañ ur c'harr gant erevent da sachañ, ma veze Triptolemos o hadañ gantañ dre an douar.