Ar bleunioù tro-heol (Helianthus annuus eus o anv skiantel), zo ur blantenn vloaziek dezhi bleunioù bras eus ar genad Helianthus, a orin eus Norzhamerika, evel an Helianthus tuberosus. Gounezet e vez ar greun, eoul enne (war-dro 40 % eus ar materi) ha mat-tre d'ober boued. Roet e vez an delioù d'ar chatal.

Bleunienn tro-heol
Bleud tro-heol gwelet gant ar MEB.
Les tournesols gant Vincent van Gogh.

An anv

kemmañ

Dont a ra an anv tro-heol eus ar ger gallek « tournesol » a zo troidigezh ar ger italianek « girasole» , « a dro gant an heol ». Anvioù all a vez graet ouzh ar blantenn-se a-wechoù: bleunioù-heol (diwar an anvioù saoznek hag alamanek), heol-bras, greun peroked, heliant

Brudet eo taolennoù Vincent van Gogh diwar-benn ar bleunioù tro-heol.