Troad-amzeriañ
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad amzeriañ (saoz.: temporal case) evit komz eus un droad a dalvez da verkañ an amzer/an eur ma vez graet un dra bennak, o klotaat alies gant "da (vare)" ha "da geñver" e brezhoneg.
Implijet e vez an droad-mañ en hungareg, merket gant al lostger "-kor", da skouer:
- hét órakor ("da seizh eur") "at seven o'clock"
- éjfélkor ("da hanternoz")
- karácsonykor ("da vare Nedeleg")