Troad arbennel-pal
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad arbennel-pal pe troad arbennel-palel (saoz.: causal-final case) evit komz eus un droad o klotaat war un dro gant arc'hwel an droad arbennel diouzh un tu ha hini an droad-pal diouzh an tu all.
Implijet e vez an droad-mañ en hungareg, merket gant al lostger "-ért":
- Arc'hwel arbennel
- Talvezout a ra da verkañ an trivliadoù, d.s.
- bocsánatot kérek a kutyámért
- "Ma digarezit abalamour d'am c'hi", d.l.e. "Pediñ a ran bezañ digarezit abalamouyr d'ar pezh en deus graet ma c'hi"
- Arc'hwel palel
- Talvezout a ra da verkañ pal un ober, d.s.:
- kenyérért
- "evit bara", d.l.e.: " dont a-benn da dapout bara"
Liammoù diavaez
kemmañ- Hungarian causal-final case from www.HungarianReference.com