Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad ekwativel (saoz. equative case) pe troad hañvalaat evit komz eus un droad a dalvez da verkañ kevatalderioù, o klotaat mui-pe-vui gant ar "evel" e brezhoneg.

Implijet e veze an droad ekwativel gant ar sumerieg, merket gant al lostger -gin7 staget ouzh diwezh ar rannfrazenn anv a-bezh, da skouer

lugal ("roue") → lugal-gin7 ("roue-heñvel"; "evel ur roue")
nitah-kalaga ("den galloudus") → nitah-kalaga-gin7, ("heñvel ouzh/evel un den galloudus")

Implijet e vez hiziv gant an oseteg, merket gant al lostger "-ау" (-aw), da skouer:

фæт ("bir") → фæтау ("bir-heñvel"/"evel ur bir")

Implijet e vez a-wezhoù e finneg ivez, merket gant al lost ger "-sensa"/"-sensä", da skouer:

Hänen ikäisensä ("a oad ganti"
Hänen näköisensä ("heñvel outañ")

Gwelit ivez:

kemmañ

Liammoù diavaez:

kemmañ