Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad orientativel (saoz.: orientative case) evit komz eus un droad a dalvez da verkañ ar fed m'emañ un dra bennak pe un den bennak o vont war-du un den pe un dra bennak all, o klotaat mui-pe-vui gant "war-du" e brezhoneg.

Implijet e vez an droad-mañ gant ar manchoueg, merket gant al lostger "-ru", da skouer.