Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad semblativel pe troad-heñvelaat (saoz.: semblative case) anvet ivez troad simulativel pe simularis, evit komz eus un droad a dalvez da lakaat keñver-ouzh-keñver traou heñvel an eil re ouzh ar re all, o klotaat mui-pe-vui gant "evel" e brezhoneg.

Implijet e vez an droad-mañ gant ar wagimaneg komzet en Aostralia, merket gant al lostger "-yiga", da skouer:

gahan mamin dup-pa ga-yu jilimakkun-yiga
"An den gwenn-se a ya en e goazez evel ur vaouez" (d.l.e. "maouez"-SEMB.)

Implijet e vez ivez gant an inuktitut, merket gant al lostger "-tut" (unander), da skouer[1]:

inuk ("den") → inuktut uqaqtuq ("komz a ra evel un den", d.l.e. en yezh an inuit)

Mammennoù:

kemmañ
  1. Dorais, Louis-Jacques (1996: 108) La parole inuit. Langue, culture et société dans l'Arctique nord-américain, Pariz: éditions Peeters, SELAF 354


Gwelit ivez:

kemmañ