Truganini
Truganini (tro 1812 – 8 Mae 1876) a zo gwelet evel an aborigen Tasmania diwezhañ. Meur a stumm zo gant hec'h anv : Truganini, Trugernanna, Trugannini, Trucanini, Trucaninny ha Lalla Rooke.
Ganet e oa en Enez Bruny, e su Hobart, kêrbenn a-vremañ Tasmania. Gant trevadenniñ Tasmania gant an Europiz e steuzias he fobl, hag e chomas hi an hini ziwezhañ bev. E 1830, an holl Aborigened bev c'hoazh eus Tasmania a-bezh (tro kant den) a voe kaset d'an Inizi Flinders evit bezañ gwarezet diouzh an drevidigien, met kalz a varvas gant ar grip ha kleñvedoù all. A-benn ar fin e voe Truganini an hini ziwezhañ bev e-touez ar stroll.
Breud zo evit gouzout piv a oa komzer diwezhañ ur yezh aborigen tasmaniat etre Truganini ha Fanny Cochrane Smith.