Truman Washington Dailey

Truman Washington Dailey, (19 Here, 189816 Kerzu, 1996) a oa an den diwezhañ a oa e yezh-vamm rannyezh Otoe-Missouria ar yezh Chiwere (Baxoje-Jiwere-Nyut'chi), ur yezh indian eus Norzhamerika. Anvet e oa ivez Mashi Manyi (Soaring High, "Sevel Uhel") ha Sunge Hka (White Horse, "Marc'h Gwenn").

E vuhez

kemmañ

Ganet e oa e 1898 er meuriad Otoe en Oklahoma. Dimeziñ a reas e 1928 gant Lavina Koshiway, merc'h Jonathan Koshiway hag a oa unan eus diazezerien an Native American Church.

Tutaet e oa gant Walt Disney er bloavezhioù 1960. Er bloavezhioù 1970 e kelennas ar yezh Otoe-Missouria en Oklahoma. Labourat a reas gant raktres Skol-Veur Missouri evit enrolliñ e yezh. Testeniañ a reas dirak Sened ar Stadoù-Unanet. Skol-Veur Missouri e Columbia a reas anezhañ Doktor a enor war Skiantoù an Den.

Daveoù

kemmañ
  • "Truman Dailey" at Ioway Cultural Institute, URL accessed 05/27/06
  • Whitman, William (1937), The Oto, New York, NY: Skol-Veur Columbia.
  • Chapman, Berlin Basil (1965), The Otoes and Missourias, Oklahoma City, OK: Times Journal Publ. Co..
  • Stanley, Lori A. (1993), The Indian Path of Life: A life history of Truman Washington Dailey of the Otoe-Missouria tribe, Columbia, MO: Skol-Veur Missouri.