Tsimchieg
(Adkaset eus Tsimchianeg)
Ur yezh penoutiek eus ar skourr ar yezhoù tsimichiek eo an tsimchieg (tsimshian, tsimpshean, zimshian pe chimmezyan), komzet gant tro-dro da 500 den en holl war aodoù norzh Kolombia Breizh-Veur e Kanada (432 den diwar 3.200 a dud en holl e 1995) hag er Stadoù-Unanet (70 den diwar 1.300 a dud en holl e 1995).
En arvar da get eo er Stadoù-Unanet dre m'eo kozh an holl dud a ra ganti.
Div rannyezh pennañ ez eus, disheñvel-tre an eil diouzh eben:
- Tsimichieg ar su (sugxs)
- Tsimichieg an arvor (sm'algyak): Stadoù-Unanet
Gwelet ivez
kemmañ
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |