Digeriñ al lañser pennañ

Ur benveg da grouiñ ur rouedad sokial eo Twitter. Mikroblogoù a c'heller sevel er mod-se a-benn ma c'hello an implijer lavarout d'e rouedad ar pezh emañ oc'h ober.

Twitter
Twitter logo.svg
Diorroer Twitter
Kentañ stumm 21/03/2006
Endro Lies-savenn
Yezhoù Lies-yezh
Doare Rouedad sokial, kelaouiñ
Skrivet e Java, Ruby, Scala
Lec'hienn web https://twitter.com/

Kemennadennoù a c'heller kas pe resev dre internet, dre bostelerezh prim pe niverel.

tweets a vez graet eus seurt kemennadennoù : berr int dre ret (140 lizherenn).

IstorAozañ

 
brastres war paper eus Twitter (a oa anvet « stat.us » d'ar mare-se).

Twitter a zo bet krouet e San Francisco e-kerz start-up Odeo Inc. krouet gant Noah Glass hag Evan Williams. Noah Glass a werzhe AudioBlogger, ur poellad a servije da gas restroù klevet war ur blog a-drugarez d'ur pellgomz. Even Williams a oa anavezet evit bezañ unan eus diazezerien ar gevredigezh Pyra Labs hag a oa pec'henn war al lec'hienn Blogger, hag a zo bet adprenet gant Google e 2003. Odeo a ginnige ul lec'hienn herberc'hiañ, skignañ hag enrollañ podcastoù.

E-kichen ar servij podcast-mañ e-lec'h ma'z eus kalzik a gevezerezh, Jack Dorsey, dispatchour evit ur gompaniunezh taksi, ha Noah Gladd, bet ingaler er 911, niverenn an trummadoù amerikan, a zo karget da ziorroiñ ur servij nevez.[1]

Ar mennozh orin a oa kinnig d'an implijerien deskrivañ ar pezh e oant oc'h ober dre SMS. Digoret d'an holl d'an 13 a viz Gouere 2006, ar c'hentañ stumm a oa anvet stat.us ha twittr da c'houde, o venegiñ al lec'hienn rannañ fotoioù Flickr, hag evit echuiñ: Twitter.[2],[3]

D'ar 25 a viz Here 2006, lodennoù Odeo a zo bet adprenet gant Obvious Corp[4]. E miz Ebrel 2007, ur gevredigezh dizalc'h zo bet krouet gant an anv Twitter, Inc. gant Jack Dorsey e penn betek miz Here 2008, tra ma kemer Evan Williams e blas.[5] Ar gevredigezh he deus 29 implijad e miz C'hwevrer 2009[6].

Twitter en deus gounezet ivez ar priz 2007 South by Southwest Web Award er rummad blogoù.

Liammoù diavaezAozañ

Servijoù allAozañ

DaveoùAozañ

  1. (en)Interview, Seesmic Day 44.
  2. (en)Twttr is Alive, EVHEAD, embannet e miz Gwengolo? 2006.
  3. (en)We Bought the Vowels (and a blimp too): Twitter Relaunches, EVHEAD, embannet e miz Gwengolo 2006.
  4. (en)The Birth of Obvious Corp., EVHEAD, embannet d'ar 21 a vie Gwengolo