Tyndareos (en henc'hresianeg : Τυνδάρεως Tyndáreôs) a oa roue Sparta e mojennoù Hellaz kozh. Mab e oa da Oibalos (pe Perieres) ha Gorgofone (pe Bateia). Daou vreur en doa Tyndareos, unan anvet Hipokoon (Ἱπποκόων), egile Ikarios (Ἰκάριος), a voe tad Penelope (Πηνελόπη).

Hipokoon kemmañ

Hipokoon a gemeras ar galloud hag a gasas Tyndareos kuit eus ar vro. Repu a gavas Tyndareos en Aitolia, lec'h ma timezas gant Leda. Bugale o devoe: Kastor, Klytaimnestra, Timandra, Foibe ha Filonoe; hi he devoa bet bugale all digant an doue meur Zeus : Elena Troia, ha Polydeukes. Adlakaet e voe Tyndareos war tron Sparta, gant skoazell Herakles, a lazhas Hipokoon hag e vibien koulz all, Lykaon en o zouez.

Elena Troia ha brezel Troia kemmañ

 
Elena Troia, lezverc'h da Dyndareos. Delwenn gant Antonio Canova.

Elena e oa ar bravañ plac'h bet biskoazh war an douar. Pa deuas Menelaos hag Agamemnon da Sparta, goude bet harluet eus Mykenai, e tegemeras Tyndareos an daou baotr yaouank, ha da Venelaos e roas dorn Elena, ha da Agamemnon hini Klytaimnestra.

Notennoù kemmañ

  1. Kimmelman, Michael (March 1, 2007). "Lights! Darks! Action! Cut! Maestro of Mise-en-Scène". The New York Times. Kavet July 11, 2009
    * Schjeldahl, Peter (February 12, 2007). "Venetial Brass". The New Yorker. Kavet July 11, 2009