Ugljan
Ugljan (distaget [ûɡʎan] e kroateg ; Ugliano en italianeg) zo un enezenn eus Kroatia e Mor Adria.
Emañ er gwalarn da enez Pašman hag er mervent da inizi Rivanj ha Sestrunj, a-dal da gêr Zadar war an douar-bras. Liammet eo ouzh enez Pašman war-bouez ur pont. 50,2 km² eo gorread enez Ugljan ha 6 049 a dud zo o chom enni (e 2011). Emañ an dud o chom e kêriadennoù lec'hiet holl war aod reter an enezenn.
Tud
kemmañGabriel Boric, prezidant Chile, zo e familh o tont eus Ugljan.