Ulf Löfgren (13 a viz Here 1931 - 10 a viz Du 2011) a oa ur skrivagner svedat evit ar vugale hag ur skeudennaouer levrioù.

Ulf Löfgren

Studiañ a reas istor an arz hag al lennegezh hag ar bruderezh. Kregiñ a reas da vezañ anavezet gant ar skeudennoù en doa treset evit levr Leif Krantz Barnen in djungeln ("Ar vugale er janglenn") e 1959. Sevel a reas ouzhpenn kant levr skeudennaouet evit ar vugale, evel al levr brudet-mat Albin er bloavezhioù 1970 pe levrioù Ludde[1] e 1984 ha goude. Skeudennaouet en deus ivez ur bern levrioù savet gant tud all : levrioù Gunnel Linde, kontadennoù Andersen, kontadennoù evit ar vugale tennet eus ar Bibl. Labourat a reas Löfgren evit sevel abadennoù skinwel evit ar vugale ivez, evel Pellepennan och Suddagumman, hag a oa bet diskouezet e skinwel Sveden etre 1965 ha 1970.

Troet eo bet levrioù Ulf Löfgren en ouzhpenn ugent yezh disheñvel. Meur a briz en deus gounezet gant e levrioù.

Notennoù kemmañ

  1. Ludde (en) (sv)


Liamm diavaez kemmañ