Ullucus tuberosus
| |||||
---|---|---|---|---|---|
Ullucus tuberosus | |||||
Rummatadur Cronquist | |||||
Riezad : | Plantae | ||||
Isriezad : | Tracheobionta | ||||
Skourrad : | Magnoliophyta | ||||
Kevrennad : | Magnoliopsida | ||||
Iskevrennad : | Caryophyllidæ | ||||
Urzhad : | Caryophyllales | ||||
Kerentiad : | Basellaceacæ | ||||
Genad : | Ullucus | ||||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ullucus tuberosus zo plant genidik eus rannvro an Andoù e Suamerika a vez gounezet evit o gwrizioù, a zo torzhelloù debradus, hag evit o delioù debradus ivez. Unan eus ar spesadoù plant a vez gounezet ar muiañ en Andoù eo Ullucus tuberosus, war-lerc'h an avaloù-douar.
Par d'an avaloù-douar eo torzhelloù Ullucus tuberosus, ha par d'ar pinochez eo o delioù. Kalz protein, kalkiom ha karoten zo er plant. Gant an Inkaed e vezent gounezet kent donedigezh Europiz.
Anvioù
kemmañEus ar c'hechuaeg ulluku e teu an anv latin ullucus tuberosus. Papa lisa pe c'hoazh lisa end-eeun a lavarer e Su an Andoù dre vras (Arc'hantina, Bolivia, Ecuador ha Perou), gant anvioù lec'hiel[1].
Deskrivadur
kemmañPlant red eo ullucus tuberosus en natur, met seurtadoù krap zo bet dibabet evit ar gounezerezh-douar : betek 50 cm eo o hirder, ha fonnus eo o bouchadoù delioù.
Blazet-dreist ha lec'hiek eo an delioù, gant garoù kornel ma kresk melloù lostigoù warno delioù kalonheñvel. Diouzh ar c'hultivar eo liv an delioù.
Bleunioù divrevek a zeu d'ar plant, met ral a wech e vez frouezh.
Stolonoù danzouar pe c'horreel a genderc'h torzhelloù hirvoan a-vent gant re an avaloù-douar. Meur a liv zo dezho, an darn vuiañ o vezañ melen pe orañjez, tarchoù mouk, roz pe ruz warno.
Liesliv int e Bolivia, ha brav da welet, hogen dibaot a wech e vezont arveret evit kinklañ, abalamour d'o blaz dibar.
Diploid ha triploid eo ullucus tuberosus, gant un diazez a 12 kromozom. Brec'hagn eo ar plant triploid, hogen harzusoc'h.
Gounezerezh
kemmañEus live ar mor betek 4 000 m e kresk ullucus tuberosus. Gwell eo dezho an hinadoù fresk ha gleb ; harzus int ouzh ar rev. Aesoc'h eo dezho kreskiñ pa vez tomm an amzer, met nebeutoc'h a dorzhelloù a zeu.
Gouest eo ar plant da greskiñ e douaroù paour draezhek pe drenk, met gwell eo dezho humus fetis, dizouret mat, bazennek gant ur pH etre 5,5 ha 6,5. Gouest int ivez da c'houzañv ar sec'hor, met 800 betek 1 400 mm a zour zo rekis evit ma kreskfent mat. Heol zo ezhomm ivez, etre 10 ha 14 eurvezh bemdez, petra bennak ma c'hall seurtadoù Arc'hantina ha Chile dispakañ gant nebeutoc'h.
Adplantañ an torzhelloù eo an doare boutinañ da liesaat ullucuc tuberosus ; tu zo avat da ober dre vountañ, pe zoken dre blantañ tammoù torzhelloù hepken.
Buan e teu broñsoù pa vez ar gwrezverk a-us 18 °C ; a-feur ma tigresk hirder an devezhioù e teu muioc'h a stolonoù, a zeu tevoc'h-tevañ a-benn kenderc'hañ torzhelloù nevez. Boas eo al labourerion-douar da zouarañ troad pep plantenn evit ma kreskfe torzhelloù all. Etre 5 ha 9 mizvezh zo rekis evit gounez torzhelloù a-zoare, pelloc'h avat en douaroù uhelañ.
Gant an dorn e vez dastumet an torzhelloù, a zo re vresk evit ma vijent dastumet gant mekanikoù. An torzhelloù bihan eo ar re a vez kavet ar matañ.
E-pad bloaz e c'hallont bout miret e lec'hioù sec'h, fresk ha teñval. Buan e tastumont klorofil pa vezont lezel e gouloù an heol, ne c'haller ket o debriñ ken neuze, met tu zo d'o flantañ bepred.
Hengounel eo chomet gounezerezh ullucus tuberosus. War-lerc'h an avaloù-douar e vezont plantet e Perou, kempred ganto e Chili, kempred gant maiz e broioù ar Su.
Betek 50 tonennad a vez kenderc'het dre hektar, ar pezh a zo par da askorad an avaloù-douar en hevelep tachennoù. War-dro 10 000 t a vez kenderc'het bep bloaz, E Perou e vez c'hounezet ar muiañ, gant 600 t bep bloaz. War gresk ez a kenderc'hadur ullucus tuberosis e Suamerika.
Arver
kemmañ
Brusk eo torzhelloù ullucus tuberosus, zoken goude bout bet poazhet. Tu zo d'o aozañ evel avaloù-douar, met ne c'hallont ket bout fritet abalamour ma 'z eus kalz dour enno. Bez' e c'haller o mirout e gwinêgr a-benn spisañ hiliennoù tomm. Aozenn bennañ olluquito con charqui, unan eus meuzioù kasel Perou, eo ullucus tuberosus. Er meuz kolombian cocido boyacense e lakaer juliana ullucus tuberosus ivez. |