Ulster Volunteer Force

An Ulster Volunteer Force (UVF) a oa ur strollad damsoudardel lealour eus Ulster en Norzhiwerzhon. Savet e 1965, ne oa bet klevet kaoz eus outañ nemet e 1966. Kentañ penn an aozadur a oa bet Gusty Spence, ur soudard eus ar Royal Ulster Rifles e Norzhiwerzhon. Ar strollad a oa bet oberiant en ur c'hampagn armet a-hed tost 30 vloaz e-kerzh an Troubles. E 1994 en doa disklêriet un arsav d'ar feulster hag echuet gant ar feulster da vat e 2007, memes ma chom ul lodenn vihan eus an izili stag ouzh ar implij ar feulster ha dreist-holl en torfedelezh. Ar strollad a zo bet difennet ha lakaer war listenn an aozadurioù sponterezh evit ar Rouantelezh-Unanet.

Ulster Volunteer Force
aozadur damsoudardel
Deiziad krouiñMae 1966 Kemmañ
BrezelNa Trioblóidí Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
E tiriadNorzhiwerzhon Kemmañ
Ideologiezh politikelUlster loyalism Kemmañ
Heuliet gantLoyalist Retaliation and Defence Group, Loyalist Commission Kemmañ

An UVF en doa embannet e oa palioù an aozadur da stourm a-enep an aozadurioù damsoudardel Republikan – dreist-holl ar Provisional Irish Republican Army (IRA) – ha derc'hel statud Norzhiwerzhon evel lodenn eus ar Rouantelezh-Unanet. D'an nebeutañ eo bet kablus eus lazhadeg 500 den. An darn (an div drederenn) eus ar gouzañverien a oa trevourien katoliked iwerzhonat, a oa bet lazhet alies dre zegouezh. E-kerzh ar bec'h, an dagadenn wadusañ a oa bet en Norzhwierzhon a oa hini tarzhadenn an davarn McGurk e 1971, en doa alzhet 15 trevour. Ar strollad a zo bet ivez o tagañ e Republik Iwerzhon abaoe 1969 d'an nebeutañ. An hini gwasañ anezho a oa bet e 1974 gant tarzhadennoù Dulenn ha Muineachán, lec'h ma oa marvet 34 trevour, ar pezh a oa bet ar marvusañ gwalldaol e-kerzh an holl bec'h. An tarzhadennoù hep kelaouiñ a oa bet sevenet gant unvezioù brigadennoù eus Belfast ha Kreizh-Ulster.