Uma Karuna Thurman, ganet d'an 29 a viz Ebrel 1970 e Boston, zo un aktourez ha top model stadunanat.

Uma Thurman e Cannes e 2014

C'hoariet he deus e filmoù lies, eus filmoù romantel betek filmoù fent, dramaoù ha filmoù skiant-faltazi. Goude bezañ bet gwelet e miz Kerzu 1985 ha Mae 1986 war golo ar gelaouenn Vogue e Bro-Saoz e oa bet Thurman o c'hoari er film Dangerous Liaisons (1988). Dont a reas da vezañ brudet mat dre ar bed a-bezh evit he roll er film Pulp Fiction (1994).

Kinniget e voe he anv evit un Academy Award, ur BAFTA Award, hag ur Golden Globe Award evit "Best Supporting Actress". Lakaet e vez war-raok alies evel awenerez Quentin Tarantino, labouret he devoa gantañ ivez evit ar filmoù Kill Bill (2003–2004), a lakaas he anv c'hoazh war ar renk evit daou C'holden Globe Award.

Liammoù diavaez kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • Sutherland, Bryon, Ellis, Lucy. Uma Thurman, The Biography". Aurum Press, 2004.