Unanenn vas atomek
An unanenn vas atomek unanet (simbol: u [1], daoust ma vez graet gant uma a-wezhioù) zo un unanenn vuzuliañ standart a vez graet ganti evit muzuliañ mas an atomoù. Un unanenn er-maez eus ar sistem etrebroadel (SI) eo, implijet e vez asambles gantañ met diwar arnodiñ e vez kavet he zalvoud.
Klotañ a ra 1 u gant 1/12 eus mas un nukleid 12C (karbon-12), nann ereet, dilusk, hag en e stad diazez. Talvezout a ra war-dro 1,66056 × 10-27kg. War dachenn ar viokimiezh e vez graet anezhi dalton (simbol Da) c'hoazh.