An Union Valdôtaine (Unvaniezh Traoñienn Aosta) a zo ur strollad politikel emrener eus ar c'hreiz a zifenn gwirioù ar bobl a gomz arpitaneg e Traoñienn Aosta. Krouet e voe d'an 13 a viz Gwengolo 1945. N'eo ket un darn eus ur c'hevread ha votiñ a ra alies asambles gant an tu-kleiz. Un ezel eus Emglev Libr Europa eo en un doare ofisiel, met ne gemer ket perzh he c'hannad ken en oberiantizoù ar c'hevread abaoe 1999.

E dilennadegoù broadel 2001 e c'hounezas daou sez : Ivo Collè er parlamant hag Augusto Rollandin er sened. E dilennadegoù 2006 ez eas kuit eus e gevread gant an tu-kleiz da aozañ ul listenn unanet, "Vallée d'Aoste Autonomie - Progrès Fédéralisme", hec'h anv, gant daou strollad bihan Stella Alpina ha Fédération Autonomiste. An diviz a voe abeg un disrann er strollad ha war-dro 50 eus e izili, prezidant kozh ar rannvro, Carlo Perrin, en o zouez, a yeas kuit eus ar strollad da grouiñ Pour une Union Valdôtaine Libre.

30% eus ar mouezhioù a c'hounezas an Union Valdôtaine evit an dilennadegoù d'ar parlamant ha 32% evit re ar sened, ar pezh na oa ket a-walc'h da gaout ur c'hannad.

Guido Cesal eo sekretour ar strollad abaoe kendalc'h Saint-Vincent e 2006.

Pennad liammet kemmañ


Liammoù diavaez kemmañ

Lec'hienn ofisiel