Unreal Engine

yezh programmiñ
Unreal Engine
Unreal Engine
Krouidigezh 1998
Padelezh 1998 - Bremañ
Doare Lusker c'hoari video
Sevener Epic Games
Bro Stadoù-Unanet Amerika
C'hoarioù pennañ
Lec'hienn internet www.unrealengine.com

Unreal Engine zo ul lusker grafik a servij da sevel c'hoarioù video, krouet gant ar studio Epic Games. Krouet hag implijet e oa bet evit ar wech kentañ pa voe savet hag embannet ar c'hoari kentañ d'an heuliad c'hoarioù video Unreal Tournament er bloavezh 1998.

Gant ma oa bet krouet e-penn kentañ evit ar c'hoarioù tenn kentañ sell pe FPS, adimplijet eo bet gant berzh evit doareoù c'hoarioù all evel ar re MMORPG, pe reoù RPG. Kod ar mortor video Unreal Engine a zo bet skrivet gant an doare C++, al lusker Unreal Engine a zegas aezamant evit cheñch savenn d'ur c'hoari setu pênaos e vez implijet kalz c'hoazh al lusker gwellaet gant saverien c'hoarioù video hiziv-an-deiz c'hoazh.

An doare a vez implijet bremañ a zo unan doare Unreal Engine 4, sevenet evit un implij gant Microsoft DirectX 11 ha 12 (war Microsoft Windows, Xbox One, Windows RT); OpenGL (evit OS X, Linux, PlayStation 4, iOS, Android, Ouya ha Windows XP); Vulkan (evit Android); Metal (evit iOS); ha JavaScript/WebGL (evit ar luskerioù internet HTML5).

Liammoù diavaez

kemmañ