Unterwalden (Unterwald e galleg, Untervaldo en italianeg) zo ur rannvro eus Suis, enni kantonioù Obwalden ha Nidwalden.

Ardamezioù Unterwalden, e Palez kevreadel Suis

Gant Unterwalden, Uri ha Schwyz e oa bet graet emglev, e 1291, da sevel ur c'hengevread etrezo, pazenn gentañ savidigezh Suis.

Pell zo eo dispartiet Obwalden ha Nidwalden. Gwechall e veze graet gant an anvadurioù Unterwalden ob dem Wald hag Unterwalden nid dem Wald, da lavaret eo Unterwalden a-us ar c'hoad hag Unterwalden a-is ar c'hoad.

Emañ Unterwalden e-kreiz kengevread Suis, war ribl Lenn ar Pevar C'hanton (Vierwaldstättersee). Tro-dro emañ kantonioù Schwyz er biz, Uri er reter, Luzern er gornaoueg ha Bern er c'hreisteiz.