Urashima Tarō (浦島 太郎) zo ur pesketaer yaouank ha penntudenn ur gontadenn japanat (otogi banashi), a vefe ar skouer goshañ eus ur veaj en amzer.

Urashima Tarō
Richennoù, folk tale
Titl浦島太郎 Kemmañ
Sevenadurculture of Japan Kemmañ
Danvez pennañRyūgū-jō Kemmañ
Tachennsetsuwa Kemmañ
EmbannadurUrashima Tarō Kemmañ
Aozertalvoud dianav Kemmañ
Contributor to the creative work or subjectQ24874363 Kemmañ
Bro orinJapan Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvjapaneg Kemmañ
Deiziad embanntalvoud dianav Kemmañ
Lec'h an istorYosa district, Ryūgū-jō Kemmañ
TudennoùUrashima Tarō, Oto-hime Kemmañ
Bet embannet eTango no Kuni Fudoki Kemmañ
Deskrivet dreUrashima Kemmañ
Urashima Tarō ha priñsez Horai, gant Matsuki Heikichi (1899)

Savet e vefe ar gontadenn diwar mojenn Urashimako (Urashima no ko pe Ura no Shimako[a]) meneget e meur a bezh lennegel abaoe an VIIIvet kantved, evel ar Fudoki, Nihon Shoki, hag ar Man'yōshū.

Ar gontadenn

kemmañ

Un deiz, war an aod, en deus saveteet ur vaot gwallgaset gant bugale fall, ha lakaet anezhi er mor. En deiz war lerc'h e teu ur vaot ramzel d'e gaout : roue ar mor an hini eo, deuet d'e drugarekaat da vezañ saveteet e verc'h. Kaset eo war e gein da Balez an Aerouant (Ryūgū-jō) e goueled ar mor. Eno e kas e amzer gant ar briñsez Otohime, bet saveteet gantañ.

Goude ur pennadig e krog kleñved ar gêr ennañ, ha c'hoant en deus da zistreiñ d'e vro. Kavout a ra dezhañ bezañ tremenet un toullad devezhioù gant ar briñsez met pa erru er gêr e kompren eo bet ezvezant e-pad ouzhpenn 100 vloaz, ha den n'en deus soñj anezhañ nag eus tud all e amzer.

Neuze e tigor ar voestad bravigoù (tamatebako) a zo bet roet dezhañ gant Otohime pa oa aet kuit, hag a oa difennet outañ digeriñ. Ha setu ur vogedenn wenn o sevel, hag e teu Urashima Tarō da vezañ un den kozh.

  • E 1918: Urashima Tarō