Vélodrome d'Hiver
Ar Vélodrome d'Hiver zo anv ur velodrom bet savet e Pariz e 1909 ha diskaret e 1959. Anvet e vez ar Vel' d'Hiv, e galleg ar pemdez. Er straed Nélaton, er XVvet arondisamant, e oa.
Aozet e veze un toullad abadennoù-sport ennañ, evel « C'hwec'h-devezh-Pariz », krouet e 1913. 17 000 a dud a c'helle azezañ ennañ, war diri, ha sellet ouzh ar sportourien war varc'h-houarn, o redek war ur roudenn 250 m e koad-sapin.
Krogadoù boks a veze dalc'het ennañ ivez. E 1931 e voe kempennet evit reiñ bod da grogadoù tennis, basket-ball, hockey hag abadennoù-ruzikat war skorn.
Goude an Eil Brezel-bed e veze dalc'het tournamantoù boks brudet-tre eno (gant Marcel Cerdan pe Sugar Ray Robinson da skouer), kenstrivadegoù war varc'h ha dibunadegoù-kinnig dilhadoù nevez zoken.
Daoust da se eo anavezetoc'h ar velodrom-se bremañ abalamour da Skrapadeg ar Vélodrome d'Hiver, a d'ar 16 ha d'ar 17 a viz Gouere 1942, pa voe bac'het un 13 000 bennak a Yuzevien a-raok bezañ kaset da gampoù-bac'h gall, hag alese da Gampoù ar marv da Alamagn.
E 1959 e voe kaset ar velodrom d'an traoñ.