Valakia eo an anv roet dre vras, d'an douaroù poblet gant Valaked en Europa ar Reter, ha dreist-holl hini priñselezh Valakia a voe unanet gant Moldavia da vont d'ober stad vodern Roumania .

An anv kemmañ

Dont a ra eus ur ger germanek Walh a dalveze « kelteger pe latineger » hag a deufe eus anv ar bobl kelt Volked (Volcae e latin).
Kar eo ar gerioù Welsh a veze lavaret ouzh tud Kembre, ha diwar-se Wales, Gwalia, Galles. Hag ivez « Gaule », ma ne deus ket eus an anv latin Gallia. Heñvel e vije orin an anv a orin flandrezek De Gaulle, a dalvezje « an hini n'eo ket german ». Hervez R. Rohlfs[1], eo diwar "Walh" e teufe Galles (evit Wales), (...) Gaule e galleg, rak e galleg e tro wa deroù-ger e ga (wardan = garder, mirout, waidanjan = gagner, gounit) hag alh en aule (salh = saule): Gaule ne deuje ket eus an anv latin Gallia, a vije emdroet da "Geaille" e galleg, Eus ar ger -se ivez e teufe ar gerioù Wallon, Wallonia, a lavarer eus ur c'horn-bro etre broioù ar Gelted kozh hag ar c'hermaned.

Istor kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Dictionnaire étymologique P.U.F., Paris, 1950 Daveenn diglok ha diasur (n'eo ket bet skrivet gant Rohlfs (Gehrard eus e anv-bihan evit gwir) ha pajenn ebet roet).