Valentina Visconti (1368-1408)
- Marteze eo ar pennad Valentina Visconti emaoc'h o klask.
Valentina Visconti (ganet e Milano e 1371 - marvet e Bleaz e 1408) a oa ur briñsez italian, merc'h da Gian Galeazzo Visconti (1351-1402), dug Milano, ha da Izabel Valois (Dugez Milano) (1348-1372), kontez Vertus, merc'h da Yann II, roue Bro-C'hall, ha da Bonna Bohemia, henvamm ar rouaned c'hall Loeiz XII ha Frañsez Iañ]], (1348-1372). Mervel a eure he mamm pa oa bloaz, ha savet e voe gant he mamm-gozh Bianca di Savoia e Pavia.
He bugale
kemmañDimeziñ a eure d'ar priñs gall Loeiz Iañ Orleañs (1372 † 1407), mab d'ar roue gall Charlez V, e 1389.
Dek bugel o doe :
- Charles d'Orléans (1394-1465), dug Orleañs, tad Loeiz XII;
- abalamour da zifenn he gwirioù war gurunenn Milano eo ez eas Loeiz XII (pa ne oa ket roue c'hoazh) da vrezeliñ da Italia e-pad Kentañ Brezel Italia (1495-1497);
- Philippe d'Orléans (1396-1420)[1], kont Vertus,
- Jean d'Orléans (1400-1467), kont Angoulême,
- Marguerite d'Orléans (v.1404-v.1466), kontez Vertus, a zimezo da Richarzh Breizh,
- ha c'hwec'h all marvet ez-vihanik.
Darvoudoù
kemmañAbalamour d'ar c'habaloù e lez ar roue gall Charlez VI ha da gasoni ar rouanez Isabeau de Bavière, e rankas Valentina kuitaat Pariz ha monet da Saint-Pol. Kaozioù zo bet diwar he fenn, ha lavaret ez eus bet e oa orgedet he fried Louis ouzh ar rouanez Isabeau.
Ur varzhoneg a voe skrivet gant Eustache Deschamps en enor dezhi. Mamm e oa d'ar barzh brudet Charles d'Orléans. Muntret e voe he fried, en 1407, gant e genderv ha kevezer politikel Yann Iañ Bourgogn.
Bloaz goude e varvas Valentina, ha hi 40 vloaz, e kastell Bleaz.