Valentine de Sainte-Aldegonde

Marie Valentine de Sainte-Aldegonde, ganet d'an 29 a viz Mae 1820, ha marvet d'an 23 aviz Gwengolo 1891, a oa ur briñsez c'hall, dugez Dino.

He buhezAozañ

Merc'h e oa d'ar c'hont Charles Camille de Sainte-Aldegonde ha d'ar gontez Adélaïde Joséphine de Bourlon de Chavange, intañvez ar marichal Pierre Augereau, dug Castiglione.

D'an 8 a viz Here 1839 e timezas da Alexandre-Edmond de Talleyrand-Périgord, 3e dug Dino (1813-1894). E kastell Beauregard e Cellettes (Loir-et-Cher), perc'hennet gant he mamm, e voe lidet an eured.

C'hwech bugel o doe, pevar a vevas pelloc'h eget o bloavezhioù kentañ:

  • Clémentine Marie Wilhelmine (1841-1881), kontez Alexandre Orlovsky) ;
  • Charles Maurice Camille (1843-1917), 4vet dug Dino, 2vet markiz Talleyrand ;
  • Elisabeth Alexandrine Florence (1844-1880) kontez Hans d'Oppersdorff ;
  • Archambault Anatole Paul (1845-1918), 3vet markiz Talleyrand.

DemidoffAozañ

 
Anatole Demidoff, poltredet gant Karl Briullov.

A-raok e eured gant ar briñsez Mathilde e veze ar priñs rus Anatole Demidoff oc'h ober al lez da Valentine de Dino. Ha pa zimezas ar plac'h yaouank en 1839 e profas dezhi diamantoù koustus-bras, hep ma nec'has he fried, dug Dino.

E 1840 e voe promesa-dimeziñ etre ar priñs rus hag ar briñsez c'hall Mathilde Bonaparte, ha torret an darempred etre Anatole ha Valentine, met adskoulmet e voe kenkent ha chomadenn gentañ ar priñs e Pariz.


Demidoff a roas skouarnadoù d'e wreg, un doare efedus da lakaat fin d'o darempred.

Mervel a reas Valentine e 1891. Beziet e voe e Pariz er vered Père-Lachaise .