Valeri Vladimirovich Polyakov (rusianeg: Валерий Владимирович Поляков), ganet Valeri Ivanovich Korshunov d'ar 27 a viz Ebrel 1942, zo un egoraer rusian war e leve. Betek-henn ez eo an den chomet ar pellañ en egor diouzh renk. Chomet e oa en arsav egorel Mir e-pad 14 miz (437 devezh ha 18 eurvezh). En holl ez eo chomet 22 viz en egor e-pad e vuhez.

Valery Polyakov, poltred ofisiel, deiziad dianav
An egoraer Polyakov en arsav egorel Mir e 1995

Polyakov, choazet evel egoraer e 1972, a nijas evit ar wech kentañ en ur Soyouz TM-6 e 1988. Distroet e oa war an Douar 240 devezh war-lerc'h en un TM-7. Polyakov en devoa echuet e eil nijadenn en egor e 1994–1995, p'en doa tremenet 437 devezh en egor etre lañs ar Soyouz TM-18 ha distreiñ gant ur Soyouz TM-20. Dre-se e oa bet tapet gantañ rekord ar badelezh diouzh renk en egor.