Valtesse de La Bigne

Lucie Émilie Delabigne, anavezet evel Valtesse de La Bigne (1848 -1910), a oa ur gourtizanez c'hall.

Valtesse de La Bigne
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denValtesse de La Bigne Kemmañ
Anv-bihanValtesse, Émilie, Louise Kemmañ
Anv-familhde La Bigne Kemmañ
Deiziad ganedigezh13 Gou 1848 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPariz Kemmañ
Deiziad ar marv29 Gou 1910 Kemmañ
Lec'h ar marvVille-d'Avray Kemmañ
Lec'h douaridigezhQ83375976 Kemmañ
KarAndrée Lafayette Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micheraktour c'hoariva, skrivagner, art model, prostitute Kemmañ
Valtesse de La Bigne, poltredet gant Henri Gervex, Mirdi Orsay, Pariz.

He buhez kemmañ

Ganet e oa e Pariz ha merc'h e oa d'ur gannerez norman a werzhe he c'horf. Abred e krogas da heuliañ ar skouer en ur sevel war al leurenn da vezañ Hebe e-barzh Orphée aux Enfers, gant Jacques Offenbach.

Gant Henri Gervex e voe kemeret da batrom ar plac'h nevez evit e daolenn Le Mariage civil, a weler e sal an euredoù e ti-kêr XIX arondisamant Pariz.

Ganti evit-doare e vije bet awenet Hugues Rebell pa skrivas e romant La Nichina. Hi ivez eo Altesse er romant Idylle saphique, savet gant he mignonez Liane de Pougy.

Mignonez e oa da Édouard Manet, Henri Gervex, Édouard Detaille, Gustave Courbet, Eugène Boudin, Alphonse de Neuville, serc'h e voe da lod anezhe, ma veze lesanvet « l'Union des Peintres ».

Beziet e voe e Ville-d'Avray.