Vanitas vanitatum et omnia vanitas
Hevel Havelim, hakol havel zo ur frazenn hebreek, tennet eus an Eklesiastes, unan eus levrioù an Testamant Kozh, met anavezetoc'h en he stumm latin "Vanitas vanitatum et omnia vanitas".
Troidigezhioù
kemmañTroet e c'hallje bezañ "Avel an avelioù, pep tra zo avel", diwar an hebreeg, pe "fouge ar fougeoù, pep tra zo fouge" diwar al latin.
Troet eo bet e meur a zoare:
- Gant Gwilh ar C'hoad:
Avel an aveloù, pep tra a zo avel.
- Gant Maodez Glanndour e-barzh Koheleth (1953):
Avel an avelioù! Avel eo pep tra!
- E troidigezh an Tour-Tan, e kaver
Moged, moged, kement tra a zo moged!
Un doare all a vije c'hoazh: Goulloder ar goulloderioù, goulloder eo pep tra.
Kanaouennoù
kemmañ- Vanita di Vanita, kanaouenn gant Angelo Branduardi : [[1]]