Vasil Levski (bulgareg: Васил Левски) a oa un emsaver bulgar, bet ganet d'an 18 a viz Gouere 1837 e Karlovo, ha marvet d'an 18 a viz C'hwevrer 1873 e Sofia. Un haroz broadel bulgar zo anezhañ, an hini meurañ marteze, rak gantañ e voe prederiet diwar-benn ar stourm da zieubiñ Bulgaria diouzh beli an Otomaned. Abostol ar Frankiz a vez graet anezhañ.

V. Levski, 1870.

E-harz menezioù ar Balkanoù e oa ganet Vasil Ivanov Kuntchev, mab d'ur micherour a Garlovo. Goude bezañ aet da vanac'h e tilezas ar feiz evit mont da Serbia, e 1862, e-lec'h ma oa bet krouet ur bagad-stourm bulgar bodet ennañ harluidi dispac'hus. Eno e voe anvet Levski (evel ul leon) gant e gamaladed abalamour d'e ampartiz. Ur wezh distro da Vulgaria ez eas da skolaer ur pennadig a-raok ober e seizh gwellañ evit reiñ he frankiz da Vulgaria. D'ar c'houlz-se e veze stourmet dreist-holl eus an estrenvro, gant Bulgariz aet d'an harlu e Romania, Serbia pe Rusia. Daoust da Vasil Levski kemer perzh ingal er Poellgor Kreiz Dispac'h Bulgaria e soñje dezhañ e ranke an emsavadeg bezañ diabarzh. Adalek 1868 ez eas war an dachenn eta, o veajiñ a-dreuz bro a-benn broudañ ha daremprediñ poellgorioù lec'hel. An holl anezho a veze bodet en Aozadur Diabarzh Dispac'h (ADD), krouet ha renet gantañ. Tamm-ha-tamm, o vont a gêr da gêr, e teuas a-benn da sevel ur rouedad hag a voe diazezet dispac'h miz Ebrel 1876 warni. Berzh a reas Levksi gant e vennozhioù ivez, awenet ma oa-eñ gant gwirioù Mab-Den. Goulenn a rae e vije savet ur Republik bulgar hag a vije kevatal holl hec'h annezidi, pe hini e vije o gouenn pe o relijion.

O vezañ bepred war an dachenn ez eo anat e oa deuet da vezañ Vasil Levski un arouez e Bulgaria, ar stourmer meur. Abaoe 1871 e oa klask war e lerc'h: an Otomaned a felle dezho en herzel ha dindan guzh eta e ranke beajiñ. E dibenn miz Kerzu 1872 e voe harzhet Levski e Kakrina, nepell diouzh kêr Lovetch. E Tarnovo e voe anavezet ha d'ar 4 a viz Genver e voe kaset da Sofia. Eno e voe goulennataet ha boureviet; hogen ne lavaras grik diwar-benn an holl obererezhioù a rae war o zro. D'ar 14 a viz Genver e voe barnet d'ar groug. D'an 18 a viz C'hwevrer 1873 e voe lakaet d'ar marv.