Veinte años zo un habanera bet savet an ton anezhi e 1935 gant ar ganerez ha sonaozourez kuban María Teresa Vera (1895-1965) diwar bozioù gant Guillermina Aramburu.

Kanet e oa bet gant meur a arzour all (Xiomara Vidal en o zouez) — dre-vras en un doare bolero — a-raok ober berzh e 1999 a-drugarez da Omara Portuondo ha Compay Segundo en teulfilm Buena Vista Social Club sevenet gant Wim Wenders.

Gerioù

kemmañ

¿ Qué te importa que te ame
si tú no me quieres ya ?
El amor que ya ha pasado
no se debe recordar.

Fui la ilusión de tu vida
un día lejano ya.
Hoy represento el pasado,
no me puedo conformar.

Si las cosas que uno quiere
se pudieran alcanzar,
tú me quisieras lo mismo
que veinte años atrás.

Con qué tristeza miramos
un amor que se nos va :
es un pedazo del alma
que se arranca sin piedad.

Pe vern dit ez karan
mar ne 'm c'harez-te ken ?
Ar garantez a zo aet da get
ez eo arabat delc'her soñj anezhi.

Bez' e voen levenez da vuhez
un deiz pell zo c'hoazh.
Tres an dremened zo warnon bremañ,
n'on ket evit en em ober.

Mar gallfed adkavout
an traoù a garer,
te am c'harfe evel
ugent vloaz zo.

Gant pebezh tristidigezh e sellomp
ouzh ur garantez a ya diouzhimp :
un tamm eus an ene eo
hag a zo tennet didruez.

Liammoù diavaez

kemmañ