Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !

Ar Weneted a oa unan eus meuriadoù galian Arvorig. Klotañ a ra o ziriad kozh gant Bro-Wened a-vremañ mui-pe-vui. Kêr-benn ar Weneted a oa Gwened a greder (Darioritum e latin).

Kartenn ar pobloù galian a oa o vevañ e tiriad Breizh a-vremañ :
  • ██ Osismied
  • ██ Weneted
  • ██ Kuriosolited
  • ██ Riedoned
  • ██ Namneted
  • Anavezet int abalamour d'ar perzh bras o deus kemeret e Brezel Galia. Caius Julius Caesar en deus kontet en e Addisplegoù war Brezel Galia penaos o doa ar Weneted klasket sevel un emsavadeg a-enep ar Romaned e Kornôg Arvorig pa oant merdeerien a-zoare hag o doa listri-brezel bras.
    Kaezar en doa lakaet galeoù da vezañ fardet e genoù al Liger. An emgann bras war vor a grogas etre listri ar Weneted ha listri Kezar e 56 kent Jezuz-Krist e-tal ar Mor-Bihan.

    Moneiz (etre ar Vvet ka Iañ kantved