Vennonetes

(Adkaset eus Vennones)

Ar Vennonetes pe Vennones a oa ur bobl eus an Alpoù, e reter Suis, en Henamzer. Pe Galianed, pe gentoc'h Raeti e oant.

Hanternoz Italia hervez an 'Historical Atlas, gant ar Venonetes e penn biz ar Gallia Transpadana
Bro ar Vennonnes

Gant arme Publius Silius Nerva e voent trec'het er bloaz 16 kent JK.

Monumant

kemmañ

Engravet e oa bet o anv war ar monumant anvet Tropaeum Alpium e Turbia, savet en enor d'an impalaer Augustus, e-touez anvioù ar pobloù trec'het gantañ. An trede pobl meneget int war ar monumant, hogen ar bevare e skrid Plinius an Henañ, a laka ar Venostes da drede hag ar Vennonetes da bevare.