Venus Borghese
Ar Venus Borghese zo un delwenn marbr roman eus an eil kantved, diwar Afrodite Knidos, e doare ar Gwener Capitolina. E dastumadoù Borghese e oa, met bremañ emañ el Louvre dre ma oa bet prenet gant Napoleone Buonaparte e 1807.
He gwelout gant Kupidon hag un delfin n'eo ket souezh, ambrougerien ordinal int d'an doueez, met moarvat int bet lakaet ouzhpenn gant ar c'hizeller roman.
Istor
kemmañE penn kentañ ar XVIIvet kantved e voe dastumet ur bern delwennoù roman kozh e marbr gant ar c'hardinal Scipion Borghese (1576 - 1633), un niz d'ar pab Paol V.
Homañ, en doa prenet digant Tiberio Ceuli e 1607, a oa bet kavet e Roma er XVIvet kantved.
Unan eus ar brudetañ dastumadoù e oa, ha serret e oa en ur genkiz eus ar re binvidikañ, war torgenn ar Pincio.
Entre 1778 ha 1784, e klaskas Marcantonio IV Borghèse (1730 - 1800) lakaat neveziñ an doare d'o c'hinnig gant an tisavour nevezklasel A. Asprucci. En 1807 e oa perc'hennet an dastumad gant ar priñs Camille Borghese (1775 - 1832), breur-kaer Napoleone, dimezet d'e c'hoar Maria Paoletta Buonaparte, anavezetoc'h evel Pauline Bonaparte. Prenet e voe an delwenn-mañ gant an impalaer digant e vreur-kaer, ha div all da-heul, da lakaat el Louvre.
Delwennoù Gwener all el Louvre
kemmañTeir Gwener all a voe prenet digant dastumadoù Borghese war un dro, nemet an div ziwezhañ-mañ a voe adc'hraet darnoù anezho muioc'h c'hoazh :