Vespasiano Gonzaga
Vespasiano Gonzaga (1621 – 1687) a oa ur brezelour italian.
Mab e oa da Cesare II Gonzaga, dug Guastalla, ha brezeliñ a reas evit Spagn.
E 1646 e timezas d'ar Spagnolez María Inés Manrique de Lara (marvet e 1679), dekvet kontez Paredes de Nava.
E 1669 e voe anvet da vesroue Valencia.
E 1678, pa varvas e vreur Ferrante III hep mab pennhêr, e c'houlennas Vespasiano hêrezh Dugelezh Guastalla, met enebiezh a savas outañ gant an impalaerez Eleonora Gonzaga-Nevers, moereb da Ferdinando Carlo, dug Mantova, dimezet da Anna Isabella Gonzaga, hêrez Dugelezh Guastalla. Ouzhpenn da se e timezas e genderv Vincenzo Gonzaga da Maria Vittoria Gonzaga.
Dimeziñ ha bugale
kemmañPemp bugel o doe Vespasiano ha Maria Inés[1]
- María Luisa Manrique (1649-1729), unnekvet kontez Paredes de Nava
- Giuseppe (1683-1727)
- Giuseppa
- Isabella
- Diego