Vetranio a oa bet impalaer roman etre ar 1añ Meurzh 350 hag ar 25 Kerzu 350.

Vetranio
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHenroma Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denVetranio Kemmañ
Deiziad ganedigezhtalvoud dianav Kemmañ
Lec'h ganedigezhMoesia Kemmañ
Deiziad ar marv356 Kemmañ
Lec'h ar marvBursa Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Michermonark Kemmañ
Kargimpalaer roman Kemmañ
Grad milourelMagister militum Kemmañ
PrantadImpalaeriezh roman Kemmañ

Goude muntr Flavius Julius Constans gant Magnentius d'an 18 Genver 350, bountet e voe Vetranio, ur jeneral kozh, gant Constantia, unan eus merc'hed Constantinus Iañ, intañvez Hannibalinus, bet lazhet war urzh Constantius II, d'en em sevel da impalaer d'ar 1añ a viz Meurzh 350.

Anvet e voe, war un tu gant Constantius Iañ, ha war an tu all gant Magnentius.

Constantius a glaskas neuze un dreverz gant ar Bersed evit ober war aferioù ar C'hornôg. Pa oa o varc'hata gant Vetranio, e gouraterien a oa o prenañ ofiserien ha soudarded Vetranio gant leun a argant.

E Naissus (Nisch[1]), d'ar 25 Kerzu 350, e komprenas Vetranio e oa bep prenet e arme gant Constantius. En em ziskargañ a reas war an taol.

Leusket e voe da vont gant Constantius, gant ul leve, e Prusa[2], e Bithynia. Mervel a reas eno er bloaz 356.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Kêr eus Moesia, ma voe ganet Constantin. Klaod II a voe trec'h eno war ar C'hoted e 269.
  2. Div gêr gant an anv-se a oz e Bithynia ː Prusa ad Hypium ha Prusa ad Olympium, hirie Brousse