Vicente Guerrero
- Evit implijoù all, gwelet Vicente Guerrero (disheñvelout).
Vicente Ramón Guerrero Saldaña (1782 - 1831) a oa unan eus ar jeneraled e penn Brezel Dizalc'hted Mec'hiko a-enep Spagn en XIXvet kantved. Eil prezidant ar Republik e voe ur pennadig. Tad-kozh e oa d'ar politikour Vicente Riva Palacio.
Diskaret e voe gant un taol-stad war-lerc'h m'en doa diskleriet frankiz ar sklaved. Kemer a reas an armoù , met prizoniet e voe dre dreitouriezh, kondaonet gant ur bodad ofiserien ha fuzuilhet.
E anv zo bet roet da veur a lec'h er vro ha dreist-holl d'ar stad anvet Guerrero.