Vichnou
Vichnou (sañskriteg विष्णु, distaget: viṣṇu), anvet ivez Narayan(a) (नारायण; nārāyaṇa) a zo unan eus doueed an hindouegezh, liammet ouzh ar c’hendalc’h hag ar gwarez. Eil doue an trimourti (trimūrti) eo, gant Brahma ha Chiva. Doue ar vuhez-marv-adc’hanedigezh eo ivez. Gant an trimourti ez eo aroueziet kelc’h ar vuhez :
Alies e vez skeudennet Vichnou azezet pe o tiskuizhañ war ul lotuzenn. Dimezet eo gant Lakshmi, doueez ar binvidigezh hag ar chañs. Gantañ e vez ivez e erer, Garouda e anv. A-drugarez d’ar rishi e teuas a-benn Vichnou da aozañ un arsav-brezel etre Vritra hag Indra. A-wechoù e vez gwelet ivez an Douar (Bhūmi pe Bhû Devi) evel gwreg Vichnou. Pa oa war-nes bezañ beuzet dindan an dour e voe saveteet an Douar gantañ (dindan ur stumm all anvet Varâha). Liammet eo ivez ouzh ar roueelezh, rak stag eo an Douar (Bhūmi) hag ar chañs (Lakshmi) ouzh ar roue. E sañskriteg ec’h implijer ar ger bhūpati da dermeniñ ar roue, hag ar ger-se a c’hall talvezout “mestr” pe “gwaz” an Douar.
Bepred e vez gwisket gant ur mintr, un arouez ouzhpenn eus ar roueelezh. Daoust ma c’haller soñjal ez eo Indra roue an doueed e tiskouez an arouez-se eo bet kemeret ar roll-se gant Vichnou. Kemend-se a zo kadarnaet gant ur bern mojennoù e-lec’h ma vez mezhekaet Indra gant Vichnou (dindan unan eus e enkorfadurioù).
Skeudennadur (mûrti) Vichnou
kemmañ- Ar veurgrogen : arouez ar c’hrouiñ eo. O tont eus ar Meurvor peurbouezus emañ. An droellenn en he diabarzh a ziskouez an astennadur. Ar son a glever enni eo skeudenn ar son peurbouezus.
- Ar bladenn Sudarshana (“plijus da sellout outañ”), enni c’hwec’h bann evel c’hwec’h petalenn ur vleunienn lotuz. Arouez galloud ar spered eo.
- Al lotuz, arouez displeg ar c’hrouidigezh eo, hag ar c’hlanded ivez.
- Ar wareg, ar benveg a daol plomoù santadur e-kreiz an touell eo.
- Ar biroù hag ar c’hlaouier-biroù, galloud ar 5 skiant, ha mirva ar galloud efediñ int.
- Ar penngod, galloud ar ouiziegezh eo. Diwarnañ e teu an holl ouiziegezhioù all, pe e tennfent d’ar c’horf, pe d’ar spered.
- Bravig Teñzor-ar-Meurvor (Kausthubha), a lufr war vruched an doue. An emskiant hollvedel eo, enni emskiant an holl boudoù.
- Ar bouchad blev A Zegas Chañs (Shrî-vasta), a-us bronn gleiz an doue, skeudenn kement tra a zo er goustiañs eo.
- Garlantez ar c’hoad (vana-mâlâ) eo skeudenn Mâyâ, an touell.
- An daou vravig-skouarn a skeudenn daou hent ar ouiziegezh : sânkhya (hent ar meiz) ha yoga (an hent dre santout). Stumm Makara (un euzhvil mor) a zo anezho.
- An troioù-brec’h, arouez tri fal ar vuhez : an trec’h, ar blijadur, ar peurvad.
- Ar gurunenn : ar gwirvoud ne c’haller ket anavezout eo.
- Ar ouel velen (pîtâmbara) gwisket tro-dro an dargreiz. Skeudenn ar Veda eo.
- Ar seizenn santel, enni teir breunenn : teir lizherenn ar silabenn AUM int.
- Ar c’harr : nerzh ar spered, hag e c’halloud war ar bed eo.
- Al liv teñval, liv ar Peurefedus, ha hini danvez an egor eo.
- An digeliener, arouez an dharma eo.
- An aveler, arouez an aberzh eo, gantañ e vez c’hwezhet an tan.
- Ar banniel
- An disheolier : arouez rouantelezh an doue eo. Fust an disheolier eo ahel ar bed, ar menez Meru.
- Ar c’hleze hag ar gouin : ar ouiziegezh goloet gant an nann-ouiziegezh int.
- Garuda, al labous
- Shesha Nâga : an naer. Warnañ e vez Vichnou o kousket, e-keit m’emañ o c’hortoz ar grouidigezh.
Vichnou zo gouest da gaout dek stumm disheñvel pa rank saveteiñ an dud rak ar marv (e-barzh an dour da skouer e teu da vezañ kurma, ar vaot).
Enkorfadurioù Vichnou
kemmañPa vez ar bed war-nes mont da rouestl e vez enkorfet Vichnou. Rama ha Krishna eo enkorfadurioù brudetañ Vichnou. Hervez ar Bhagavad-Gita eo deuet Vichnou war an douar dindan dek stumm disheñvel :
- 1 - Matsya, ar pesk
- 2 - Kurma, ar vaod
- 3 - Varâha, ar pemoc’h-gouez
- 4 - Narasimha, an den-leon (Nara = den, simha = leon)
- 5 - Vamana, ar c’horr
- 6 - Parashurama
- 7 - Rama
- 8 - Krishna (a dalvez teñvalijenn, pe du)
- 9 - Siddhartha Gautama, Bouddha. Degemeret eo bet Bouddha en hollzoueegezh hindou diwezhat a-walc’h, sur a-walc’h war-dro an VIIIvet kantved.
- 10 - Kalkî (amzer),hag a zo da vezañ : ur skeudenn eus an Diskuliadur eo.
Chaitanya a zo gwelet ivez evel ur skeudenn eus Vichnou, evel enkorfadur Krishna.
Ne ouezer ket pegoulz ha penaos eo kroget azeulerezh Vichnou. Er Veda ez eo meneget Vichnou evel un doue a eil renk, bepred gant Indra. Diwezhatoc’h eo deuet Vichnou da vezañ unan eus tri doue an trimurti, hag unan eus re bouezusañ an hindouegezh. Doue pennañ ar vaishnava eo ivez Vichnou.