Viggo Mortensen
Viggo Peter Mortensen a zo un aktour, ur barzh hag ul livour, met anavezet eo bet p'en deus c'hoariet Aragorn e-barzh an tri film The Lord of the Rings sevenet gant Peter Jackson : The Lord of the Rings: The Fellowship of the Ring (2001), The Lord of the Rings: The Two Towers (2002 ha The Lord of the Rings: The Return of the King (2003).
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet, Rouantelezh Danmark |
Anv e yezh-vamm an den | Viggo Mortensen |
Anv ganedigezh | Viggo Peter Mortensen |
Anv-bihan | Viggo |
Anv-familh | Mortensen |
Deiziad ganedigezh | 20 Her 1958 |
Lec'h ganedigezh | Watertown |
Tad | Viggo Peter Mortensen |
Mamm | Grace Gamble Atkinson |
Pried | Exene Cervenka |
Kompagnun(ez) | Ariadna Gil |
Yezh vamm | saozneg, spagnoleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, spagnoleg, italianeg, daneg, galleg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg, spagnoleg |
Bet war ar studi e | St. Lawrence University |
Deroù ar prantad labour | 1984 |
Strollad politikel | Strollad Demokratel |
Benveg sonerezh | mouezh, klavier |
Oberenn heverk | Far from Men, Captain Fantastic, Green Book, The Lord of the Rings trilogy |
Ezel eus | Òmnium Cultural |
Tachenn | Western |
Bet kinniget evit | Academy Award for Best Actor, Academy Award for Best Actor, Golden Globe Award for Best Actor – Motion Picture Musical or Comedy, European Film Award for Best Actor, Academy Award for Best Actor |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Buhez
kemmañViggo Mortensen a zo Amerikan, ganet eo d'an 20 a viz Here 1958 e New York. E dad a oa eus Danmark hag e vamm a oa stadunanat. Tremenet en deus e vugaleaj e Manhattan a-raok heuliañ e diegezh e Venezuela, en Arc'hantina, hag e Danmark. E dud a zispartias pa oa en e 11 vlez. Mont a reas neuze d'ar Stadoù-Unanet da veviñ get e vamm hag e zaou vreur, e New York.
Eus 1987 betek 1998 ez eo bet dimezet da Exene Cervenka, kanerez ar strollad punk X () ; ur mab o deus bet, anvet Henry Blake Mortensen. Cholbet eo bet gant Lola Schnabel ivez.
Komz a ra spagnoleg, daneg ha saozneg ha barrek a-walc'h eo e galleg, en italianeg e svedeg hag e norvegeg.
E filmoù
kemmañE 1982, distro er Stadoù-Unanet, e krogas gant studioù evit bout aktour get Warren Robertson da gelenner hag e pignas war al leurenn evit ar wezh kentañ er c'hoariva Workshop, e New York. Lakaat a reas ar pezh-c'hoari Bent war al leurenn, a reas berzh bras e Los Angeles, hag a a dalvezas dezhañ resev ur priz (Dramalogue Critic's Award).
E 1985 e voe merzet e voe e-touesk aktourion e gentañ film, Witness gant Peter Weir, ma c’hoarie un [[Amish]. E gwirionez ne oa ket e film kentañ rak kemeret en doa perzh e-barzh The Purple rose of Cairo get Woody Allen hag e Swing Shift, met troc’het e oa bet an tammoù ma c'hoarie. Goude-se avat e labouras e filmoù eil rummad evel Prison hag e Leatherface: Texas Chainsaw Massacre III,”Young Guns 2”. Ret e voe dezhañ gortoz 1991 evit diskouez e varregezh e-barzh The Indian Runner, get Sean Penn, ma c’hoari un den taer moustret gant Brezel Viêt Nam.
Goude se en devoe poan o kavout un roll kevatal ha c'hoari a reas eil rolloù en un toullad filmoù. E 1994 e c’hoarias ur gangster en ur gador-ruilh e-barzh Carlito's way eus Brian De Palma. E kalz filmoù birvidik e voe e-pad ar blezadoù 90, evel G.I. Jane Ridley Scott hag A perfect murder Andrew Davis. Gwelout a reer anezhañ o c'hoari e Crimson Tide Tony Scott, Daylight Rob Cohen, A Walk on the Moon Tony Goldwyn, American Yakuza Frank A. Cappello, Vanishing Point, ur remake sevenet gant Charles Robert Carner, e daou film aozet gant Philip Ridley, The Reflecting Skin ha The Passion of Darkly Noon, e 28 Days hag e The Prophecy, gant Christopher Walken, sevenet gant Betty Thomas.
Barzh ha livour eo Viggo ivez. Labourat a reas get Jane Campion (livourez ha sevenourez filmoù) e-barzh The portrait of a lady ha get Gus Van Sant e Psycho e 1998.
Kent c'hoari roll Aragorn e oa anavet ar muiañ evit bout c'hoariet an ofiser John Urgayle in G.I. Jane gant Demi Moore.
Berzh gwirion a reas get ar filmoù The Lord of the Rings, ma c’hoari Aragorn, roue ar Gondor, unan eus tudennoù pennañ ar film. Tri blez àr-lerc’h, goude bout echuet an trede film, e krogas en ur film all get Hidalgo Joe Johnston), ma c’hoari ur cow-boy rediet d’ober ur redadeg en dezerzh. C’hoariet en deus ivez e-barzh A History of Violence, ur film deuet er-maez e miz Here 2005.