Ar villa veneta zo un ti pinvideien e Republik Venezia en douaroù anvet Domini di Terraferma adalek dibenn ar XVvet kantved betek an XIXvet kantved[1]. Er c'heid amzer-hont e voe savet ouzhpenn 5000 ville venete hag a zo bet miret an darn vrasañ anezho ha gwarezet gant an Istituto Regionale Ville Venete evit lod, pe ar rannvro Veneto pe darn gant rannvro Friuli-Venezia Giulia.

Ar Villa Contarini e Piazzola sul Brenta, unan eus brasañ ville venete
Ar Villa Manin gant Domenico Rossi e Passariano di Codroipo
Ar Villa Emo e Fanzolo di Vedelago, savet gant an tisavour Andrea Palladio

Er XVIvet kantved, gant Andrea Palladio, e voe savet un doare kenkizoù hag a zo bet anvet villa palladiana, gwarezet hiziv gant an UNESCO evel Glad an Denelezh[2].

Notennoù

kemmañ
  1. Patrom:Cita
  2. Cfr. sitiunesco.it

Levrlennadur

kemmañ
  • Gianfranco Scarpari, Le ville venete, Roma, Newton Compton, 2007 (1980).

Pennadoù kar

kemmañ