Ur beleg ha teologour dominikan e oa Vincent Cosmao, ganet e 1923 e Plogoneg, hag aet da Anaon d'an 10 a viz Meurzh 2006.

Labourerien-douar e oa e dud. Dont a reas da vezañ ezel eus Urzh ar vreudeur prezegerien. Beleget e voe e 1949. Bet eo bet aluzener studierien Lyon (19550-1955) ha Dakar (1955-1965).

Galvet e voe e 1965 gant Louis-Joseph Lebret da zont d'e skoazellañ en IRFED (Institut international de recherche et de formation éducation et développement). Pa varvas Louis-Joseph Lebret e 1966 e teuas Vincent Cosmao da vezañ rener. Kendelc'her a reas war hent krouer Économie et humanisme, o heuliañ kelennadurezh al lizher-meur dans l’esprit Populorum Progressio.

E 1971 e krouas ar greizenn Lebret, staliet e Jeneva, evit studiañ al liammoù etre feiz ha diorroadur. Rener anezhi eo bet betek 1983, prezidant e-pad daou vloaz goude. Reiñ a reas lañs d'ar gelaouenn Foi et développement e 1972. Kenlabourat na reas gant an denoniour Roland Colin hag ar skolveuriad brazilian Héron de Alencar peurgetket. Dont a reas anv ar gelaouenn da vezañ Développement et civilisations e 2006. Kemeret e voe plas Vincent Cosmao gant Sergio Regazzoni.

Bet eo bet priol kouent Sant-Jakez e Pariz adalek 1988 betek e varv. Kemeret en deus perzh er bodad labour bet savet gant an UNESCO e 1988 evit dielfennañ al lizher-meur Sollicitudo Rei Socialis bet embannet gant ar Pab Yann-Baol II.

Goude ma voe bet embannet Populorum Progressio e krouas Paol VI ar Gomision pabel Justis ha Peoc'h e 1967. Bet eo bet ar c'hardinal Roger Etchegaray he frezidant ha Vincent Cosmao un ezel oberiant.

Bet eo bet ivez kuzulier teologel ar CCFD ( Comité catholique contre la faim et pour le développement) e-pad ugent vloaz.

Levrioù kemmañ

  • Vincent Cosmao : Changer le monde - Une tâche pour l'Église, Pariz, Cerf, 1979 - adembannet e 1985.
  • Vincent Cosmao : Développement et foi - Dieu a-t-il un sens pour les créateurs de nouveaux mondes ?, Pariz, Cerf, 1972.
  • Vincent Cosmao, Un monde en développement? : guide de reflexion, Pariz, Éditions Ouvrières, dastumad « Social Eco »,‎ 1984 (ISBN 9782708223936 ha 2708223933).
  • Vincent Cosmao hag alii : Études et enquêtes sur la traduction de la Parole de Dieu dans les langues Négro-africaines, Présence Africaine, Pariz.