Digeriñ al lañser pennañ

Ar virus[1], pe viruz (liester : viruzoù)[2][3] c'hoazh, a zo ur gwezher pore ha ne c'hell azeilañ nemet e kelligoù ar boudoù-bev. Gouest eo da gontammiñ an holl vevien, loened, plant, bakteri hag Archaea.

Anavezout-mat a reer war-dro 5 000(Daveoù a vank) seurt a virus petra bennak ma vije eus milionoù anezhe moarvat. Ober a reer virologiezh — ul lodenn eus ar vikrobiologiezh — eus studi ar virus.

Teir lodenn a zo en ur virus : genoù graet diwar TDN pe TRN, ur grogenn proteinek o wareziñ ar genoù hag ur c'holoenn lipidek. Kalz bihanoc'h eget ar bakteri eo ar virus daoust ma'z eus lod anezho brasoc'h eget ar bakteri bihanañ.

Notennoù ha daveennoùAozañ

  1. Diwar ar ger latin "virus" a dalv kement hag ampoezon, peurgetket.
  2. Geriadur brezhoneg An Here, 2001, pajenn 1959b
  3. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Éditions Palantines, 2012, pajenn 1398b.