Diwar-benn ar c'hoarier italian eo ar pennad-mañ ; a-zivout an hini mec'hikan, gwelit Carlos Torre.

Vittorio Torre (Torino, Italia, XIXvet kantvedidem, 16 a viz Genver 1921) a oa ur mestrc'hoarier echedoù piemontat.

E 1895 e voe trec'h e Tournamant Broadel Italia e Torino, dirak Beniamino Vergani[1] Ar roue Umberto a brofas dezhañ un orolaj ofiser graet gant argant fetis kizellet ha kaeraet gant garskeudennoù ouzh porselen[2]. E 1895 ivez e c'hoarias enep gwellañ c'hoarierion Genova.

E 1900 e c'hoarias daou grogad dre lizher enep Francesco Abbadessa eus Palermo : trec'h e voe gant 2 - 0.
E miz Du 1909 e voe trec'h war Oldřich Duras e Trieste, met Duras a c'hoarie 20 krogad war un dro. E Trieste adarre e reas pat enep Carl Schlechter : enep 19 den e c'hoarie hennezh.

Barrek war ar c'hudennoù echedoù e oa Vittorio Torre ivez.

Ur c'hrogad bet kollet gantañ

kemmañ

Ral a wech e kolle V. Torre, met e tournamant Torino 1895, a-raok ma'z aje ar maout gantañ, e voe faezhet en doare a zo diskouezet amañ dindan ; ur galedenn a zen e oa an eneber, Giovanni Tonetti (1843-1917), kadoriad an Accademia Scacchistica Romana ha kendiazezer an Unione Scacchistica Italiana[3].

Tournamant broadel Torino – 1895
V. Torre - G. Tonetti
  1. e4 e5
  2. Mf3 Mc6
  3. Fc4 Fc5
  4. b4 Fxb4
  5. c3 Fa5
  6. 0–0 d6
  7. d4 exd4
  1. cxd4 Fb6
  2. d5 Ma5
  3. Fb2 Mf6
  4. Mc3 0–0
  5. Fd3 Fd7
  6. Me2 Fg4
  7. Rh1 Te8
  1. Mg3 c6
  2. Dc2 Fxf3
  3. gxf3 Tc8
  4. dxc6 Txc6
  5. Dd1 Md7
  6. Fe2 Mc4
  7. Fc3 Me3
  1. fxe3 Txc3
  2. Mf5 Te6
  3. De1 Dc7
  4. Md4 Fxd4
  5. exd4 Tc2
  6. Td1 Txa2
  7. Tc1 Dd8
  1. Fc4 Txh2 +
  2. Rxh2 Th6 +
  3. Rg2 Dg5 +
  4. Dg3 Dd2 +
  5. Df2 Df4
  6. Th1 Dg5 +
  7. Dg3 Dd2 +
Roet e zilez gant V. Torre → 0–1
abcdefgh
8
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
8
77
66
55
44
33
22
11
abcdefgh
Goude 35. – Dd2 +

Gwelout ivez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. (it) 'UnoScacchista'. Kavet : 8 Genver 2022.
  2. (it) 'UnoScacchista'. Kavet : 8 Genver 2022.
  3. (it) 'UnoScacchista'. Kavet : 8 Genver 2022.