Vladikavkaz
Vladikavkaz (Владикавка́з [vlədʲɪkɐˈfkas] e rusianeg ; Дзӕуджыхъӕу / Dzæudžyqæu [d͡zəud͡ʒɨqəu] en oseteg) eo kêr-benn Norzhosetia-Alania, e kevread Rusia. Emañ e gevred ar republik, e-harz Menezioù Kaokaz, war lez ar stêr Terek. E 2010 e oa 311 693 a dud o chom enni hag unan eus brasañ kêrioù Kaokaz eo.
Ur greizenn a bouez eo evit ar c'henwerzh hag an industriezh.
Savet e oa bet Vladikavkaz e 1784, gant ar Rusianed, pa oa bet aloubet ar vro ganto. E-pad pell eo bet pennlec'h an arme rusian er rannvro.