Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Volga (rusianeg : Волга, e tatar : İdel) a zo ur stêr e Rusia, 3 530 km dezhi ; hirañ stêr Europa eo.

Volga
stêr
Rann eusUnified Deep Water System of European Russia Kemmañ
Anv er yezh a orinВолга Kemmañ
EienValdai Hills Kemmañ
En em daol eMor Kaspia, Kama, Astrac'han Kemmañ
Diazad doureierVolga Basin Kemmañ
Bro an diazadRusia Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadRusia Kemmañ
Daveennoù douaroniel57°15′5″N 32°28′5″E, 45°41′42″N 47°53′51″E Kemmañ
Map

Deskrivadenn Douaroniezhel

kemmañ

Stêr brasañ ar c'hevandir European eo. Tapout a ra e eien d'un uhelez a 228 m hag em teurel a ra e Mor Kaspia d'un uhelez a 128 m. Spisverk pennañ a stêr-se a zo neuze e treuzfe ur blaenen plaen tre. En abeg da-se ez eo ledan ha diresis e ziazad doureier en dialaez pe uhelloc'h war ar bre. Ur stur norzh-su zo ganti. Adster pennañ ar Volga zo ar C'h/Kama. Lusk dourioù ar C'h/Kama a zo erc'h-kevandirel. Lusk dourioù ar Volga a ro erc'h-plaenenel, da lâret eo emañ an dourioù en o izelañ etre miz Eost ha miz Meurzh hag an dourioù en o uhelañ e miz Mae-Mezheven.

 
ar stêr Volga

An impllijoù graet gant mab-den

kemmañ

Implijet eo ar stêr evit krouiñ tredan gant stankelloù, evit dourañ pe gwaziañ douaroù hag ivez evit gellout bageal. Lusk ar stêr (erc'h-plaennel) a zo dedennus neuze da implijout dre m'emañ kreizennet ar dourioù uhel war ur maread strizh (2 viz). Staliet eo bet neuze a-hed ar Volga hag ar C'h/kama stankelloù a-benn krouiñ kibennoù pe lennoù gant ar pal mirout an dour. Nav gibenn a vez kavet war ar Volga ha tri all war ar C'h/kama, ar pezh a ra un hollad 21 000 km² a zouaroù beuzet. En diardraon pe izeloc'h war ar stêr eo sec'h an hin. Servij a ra neuze ar gibennoù da zourañ an douaroù-se evit al labour-douar. P'emañ an dourioù en o izelañ (etre Eost ha miz Meurh) e c'haller bageal warno memes-tra gant sikour ar lennoù-se.

Kudennoù savet diwar implij ar Volga gant mab-den

kemmañ