Volkert van der Graaf

Volkert van der Graaf (9 a viz Gouere 1969 e Middelburg) a oa un debrer glasvez hag un den a stourme da zifenn gwirioù al loened. E skol-veur Wageningen e studias. Goude-se e labouras evit ar gevredigezh Vereniging Milieu Offensief e Wageningen. Ur gevredigezh bet savet gantañ e 1992 eo. Enni e oa e-karg eus aozañ prosezadurioù a-enep d'ar re a yae a-enep da reolennoù an endro. E Harderwijk e oa o chom. D'ar 6 a viz Mae 2002 e trouklazhas ar politikour izelvroat Pim Fortuyn[1]. E brosez a grogas d'ar 27 a viz Meurzh 2003 hag echuiñ a reas d'ar 15 a viz Ebrel 2003. Kondaonet e voe da 18 vloaz toull-bac'h. E-pad ar prosez e voe nac'het ober un den sot anezhañ. Goulenn a reas ma vefe digresket ar c'hastiz da 16 vloaz, met nac'het e voe gant al lez-varn d'an 18 a viz Gouere 2003.

Volkert van der Graaf
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh an Izelvroioù Kemmañ
Anv-bihanVolkert Kemmañ
Anv-familhvan der Graaf Kemmañ
Deiziad ganedigezh9 Gou 1969 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMiddelburg Kemmañ
Kondaonet evitmuntr Kemmañ
Micherenvironmentalist Kemmañ
Bet war ar studi eWageningen University & Research Kemmañ
Darvoud-alc'hwezlazhadenn Pim Fortuyn Kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. BBC Profile: Fortuyn killer http://news.bbc.co.uk/1/hi/world/europe/1974572.stm BBC News