Vonn Ströpp

livour breizhveurat

Vonn Ströpp pe Vonn Stropp (ganet e 1962 e Stanwell) a zo unan eus an 123 anv-pluenn implijet gant un arzour saoz a sav oberennoù renket en Arz garv. Lavaret e vez ez eo e oberennoù "ur seurt psikedeliezh rakraffaelian"[1].

Mab d'un tad iwerzehonat tapet gant ar skizofreniezh eo, ha lavarout a reas e voe trist e vugaleaj. E-unan e teskas livañ hag hervezañ en doe gweledigezhioù azalek an oad a 11 vloaz. Goude bezañ dilezet ar skol e reas meur a vicher paeet fall, ha neuze e stagas gant a livañ, ha diehan e livas. E Hounslow e vez o chom hiziv an deiz, hag e lavar ez eo livañ un dra boanius evitañ, damheñvel ouzh ur c'hroazstagadur. Eoullivadurioù a denn da oberennoù Salvador Dali a vez savet gantañ ha peurliesañ e liv gweledvaoù enno elfennoù a denn d'an Diskuliadur.

Diskouezet eo bet e oberennoù e meur a lec'h evel Dastumad an Arz garv e Lausanne, en American Visionary Art Museum e Baltimore, hag e mirdi Bethlem Royal Hospital. Jimmy Page ha Michael Stipe a zastum oberennoù savet gantañ[2].

Notennoù

kemmañ
  1. Preview events: Unquiet Voices, Iain Aitch, The Guardian, Londrez, 11 a viz Here 2003
  2. Von Stropp, Society for Art of Imagination


Liammoù diavaez

kemmañ