Vulcano (Vurcanu e sikilianeg) a zo un enezenn volkanek vihan e Mor Tirrenia. Unan eus an Inizi Eolian eo, an hini ar muiañ er su. Emañ an enez 16 km er-maez da aod norzh Sikilia. Bev eo menez-tan an enez gant divogedennoù volkanek. Er bloaz 1890 e oa c'hoarvezet an dislonkadenn diwezhañ.

Enez Vulcano gwelet eus Lipari.