Wallmapuwen (kement ha « broiz ar vro mapuche » e mapudungun)[1] zo ur strollad politikel mapuche eus Chile, hag a zo e sez e Temuco, e Rannvro Araucanía.

Banniel mapuche.

Embann a ra bezañ ur gostezenn tud a-gleiz, demokrated, brogarourien mapuche, a-du gant emrenerezh o bro, ha laiked.

Klask a reont tizhout, en ur stad chileat liesvroadel, liesyezhek ha digreizennet, ur statud emrenerezh evit Rannvro Araucanía hag un toullad lec'hioù all a zo e rannvroioù all tro-dro, e Rannvro ar Biobío hag e Rannvro Los Ríos, ha sevel evel-se rannvro Wallmapu, ar vro m'emañ ar bobl Mapuche o chom.

Notennoù

kemmañ